Rouelazh

Rouelazh ar roue polonat Przemysław II e Rogoźno – Wojciech Gerson (1831–1901)

Ur rouelazh pe ul lazh-roue a ra an den a lazh ur roue.

Un torfed kastizadus gant ar boan a varv e oa al lazh-roue gwezhall en Europa hag e lec'h all, peogwir e oa pep roue o ren dre wir Doue, hervez lezennoù politikel ha relijiel pep bro.

E Bro-C'hall e veze drailhet ar rouelazherien, dibezhiet etre pevar marc'h.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search